– Atersadenn Gireg ar Guevel rener skol Diwan Sant-Ervlan. Kevratet eo ar skol !
– Ar gronikenn Diskouez Din gant Morgane Cotten : Ar festival Maintenant.
– Heuliadenn war ar stourmoù : Raktres ar greizenn Nukleel e Plougoñ gant Tara Adeux.
– Ar strolladoù sonerezh a-vro Roazhon da ziskoachañ er Festival les Transmusicales gant Morgane Cotten : ar strollad Eighty
– Tara Adeux ha Liza Jakez Vargas eus ar gevredigezh Kentelioù an Noz a zo ganeomp evit lavar deomp hiroc’h diwar-benn distro-skol ar gevredigezh.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar vretoned zo gant Benjamin Bouard : Ar Griko
– Testenioù maouezed diwar-benn gwirioù ar maouezed hiriv an deiz gant Emmanuelle, kelennerez war ar saozneg hag ar c’hastilhaneg e skolaj Diwan al Liger-atlantel.
– Ar sizhun-mañ e vo diskoachet ar ganerez a-vro Roazhon Jeanne Bonjour gant Morgane Cotten.
Evel bep bloaz e kinnig ar c’hevredigezhioù Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav ur sizhunvezh staj e penn-kentañ miz Gouere.
Warlene o doa kinniget dodenn ar veaj. Ar bloaz-mañ e vo lakaet war-wel maouezed an Naoned a-hed ar sizhun.
Tara Adeux kenurzhierez ha Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz o deus lâret hiroc’h da Varianne Vaidie.
Brudet er bloavezhioù 1980-90 gant ar strollad EV, ur strollad kelto-finnek ‘maez ar rummadoù boaz anezhañ. Gweltaz Adeux, bet kaner ha gitarour ar strollad, ‘zo deuet en-dro gant un triad akoustek. Goude e bladenn Ehan embannet e 2010 e kav e hent Gweltaz Adeux evit un eil pladenn asambles gant Nikolas Guérin er gitar boud ha Tara Adeux sonerez gitar, taboulinig, ukulele ha vi. Int o zri en em gavet e studio Radio Naoned evit seniñ tonioù kozh pe nevesoc’h tennet eus ar bladenn Eyjafjallajökull. N’eus ket mui eus ar strollad mil vrudet EV, met Gweltaz Adeux zo amañ c’hoazh energiezh ha startijenn gantañ !