TARZH AN NOZ – Lun 09/05/2022

– Atersadenn Julien ezel eus ar c’henstroll La Commune diwar-benn ul lec’h emveret nevez e karter Pont-Rousseau e Reudied. Hag e vo klevet ivez Julien Cazenave. Gant e vignonez o deus divizet reiñ un anv okitaneg d’o merc’h. Un anv aotreet e Belgia ha nac’het e Bro Frañs.
– Ar gronikenn Ouzhpenn ar vretoned zo. 
– An diskouezadeg” Celtique ? ” Da welet e mirdi Breizh e Roazhon a vo diskoachet a-hed ar sizhun gant Paskal Nignol.
– Tonioù ar strollad a-vro Naoned Hocus Pocus da selaou a-hed ar sizhun.


Pellgargañ

TARZH AN NOZ – Merc’her 09/03/2022

– Bep Merc’her betek dorioù digor Diwan, d’an 18 ha d’an 19 a viz Meurzh, e kinnigomp deoc’h gweladenniñ skolioù ar rouedad e Bro-Roazhon ha pelloc’h c’hoazh.
Hiziv Skol Roazhon.
– Ar gronikenn Labous Web.
– Heuliadenn ar sizhun : Kristin David bet kelennerez war ar brezhoneg e toull-bac’h Naoned.
– Strollad ar sizhun : ar c’haner Victor Solf.

pellgargañ