Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.
Tag: Tekno
Ribines Records : C.V.P.O
O chom e brest emañ CVPO.
Ezel deus ar strollegezh WestSound ha ken diazezer al label Chien Sans Collier Records.
Buheziñ a ra an abadenn Cold Kultur war ar radio fréquence Mutine.
An dj CVPO a zo klask e levezonoù e-kerzh leurennoù elektro teñval a bep seurt.
E sonadegoù evel dj a zo o vrañsellat gant a bep seurt stil sonerezh underground evel an EBM, an techno, ar sonerezh Punk an elektro hag ar sonerezh industriel.
Sonet neus dija war leurenn Astropolis, ar Macadam, la Suite hag en deus sonet ivez gant arzourien evel Max Durante, Rendered, Minimum Syndicat, Varg, Luxe Vibert, Radical G ha gant ar strollad Shxcxchcxsh.
An Dj CVPO a zo un arzour yaouank gant un dazont grataus e bed ar sonerezh elekro.
Ribines Records : DJ Bren
Ur songarour eo DJ Bren. An tekno, Acid, an House hag an Hard music a zo ar stiloù-sonerezh a blij dezhañ ar muiañ.
Plij a ra dezhañ rannañ gant karantez e dibaboù gant an holl.
O klask emañ memes tra bezañ war evezh gant an arvesterien.
Chom hep koll an dud evit desachañ an holl.
Hag o cheñch emañ e setoù atav. Etre ar mintinvezhioù dous, tommder fin an abardaevezh pe c’hoazh an nozvezhioù fromus …
Hervez an eur DJ Bren a ginnig sonadegoù disheñvel mik.
Ret eo lakaat an dud da fiñval da zañsal. Ne vez ket sonet neus forzh petra evit neus forzh piv setu leitmotiv DJ Bren.
Ribines Records Black Tide/Black Greedz – Krew Karacha
Gant ar strollegezh Krew Karacha emañ DJ Tide ha DJ Greedz o seniñ kentoc’h kostez Bro-Gerne.
O stil elektro a zo troet kentoc’h war-zu an deep techo/deep house, breakbeat hag an techno indus.
Ar baotred a zo en o aes gant ar platinoù vinilou met ivez ar reoù niverel. An daou gomper a blij dezho magañ o setoù hag o awen e-kerzh o beajoù pep lec’h e Europa.
Marteze ho peus gwelet anezho ba Brest er c’hlub La suite, e Pariz er Mellotron pe c’hoazh e le café local ba Kombrid.