Teknologiezhoù nevez ‘zo a c’hell bezañ efedus ha talvoudus, ha reoù all a c’hell bezañ nac’hus pe dañjerus zoken. Gwenn Meynier,
prezidant ar gevredigezh An Drouizig hag a-youl vat evit Radio Naoned a zo ‘vont da zisplegañ deomp peseurt teknik a vez implijet evit anavezout dremm an dud gant ur c’hamera da skouer. E-kerzh an enkadenn yec’hed, embregerezhioù ispisializet war an teknologiezhoù evit anavezout an dremmoù a zo bet lakaet diaes gant ar fed ‘veze lakaet ur maskl gant an dud abalamour d’ar c’hovid. An algoritmoù ne blij ket kalz dezho ar maskloù hag eo gwashoc’h c’hoazh gant al livaj dremm.
Gwenn’ zo anavezet mat gant selaouerien ha selaouerezed Radio Naoned evit e gronikenn Labous Web. Paotr an teknologiezhioù eo Gwenn ! Abaoe ur pennadig bremañ e implij ar rouedad Discord evit c’hoari en linenn, ha c’hoari e brezhoneg mar-plij. Estreget c’hoarioù-video brezel a vez kinniget. C’hoarioù strategiezh evel “Age Of Empire” a zo ivez. Met n’eo ket Discord un dra gouestlet d’ar “Gamers” hepken ! Div sizhun ‘zo e oa bet krouet ur “Saloñs” pe ur gaozeadenn evit ar re a fell dezho eskemm e brezhoneg dre gentelioù pe Chat.
