Hiziv, e-pad 30 munutenn e vo kontet pe adkontet deoc’h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968.
Da lâret istor ar« Joint Français »hag en eus padet daou viz.
Bretoned voe a-gevret gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec’h sokial pouezus en istor politikel hag en emsav Breizh evit difenn an identelezh rannvroel.
Tag: Teñzor An Istor
Iliz-Veur an Naoned
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c’hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar savadur-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Selaouit ouzhimp neuze.
Afer ar poezonioù
En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met div afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682.
D’ar mare-se e oa Bro-C’hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet. Piv ‘ta neuze a c’halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad vras a sorserien pe a veleien satanek hag a aoze oferennoù du pe aberzhioù tud ? Den ebet !
Gwashoc’h c’hoazh ! Ar bobl, divouezh, a zo kelaouet eus un dra spontus : an dorfedourien hag an ampoezonerezed a zo tost-tre da Roue An Heol, Loeiz XIV.
Kontet ‘vo deoc’h en abadenn-se neuze unan eus brasañ droukskouerioù, skandalioù ma faot deoc’h, Istor Frañs.
Ar maouezed o deus graet an Istor
En abadenn-se e vo komzet eus ar merc’hed ! Poent eo lakaat war-wel ar merc’hed o deus graet an “Istor Bras” er Bed. Hag ouzhpenn unan a vo, evel-just.
En abadenn 3 e vo kaoz eus Bathilde, sklavez ha rouanez Frañs, Lucie Cousturier, livourez añgajet e penn-kentañ an 19vet kantved hag evit echuiñ Pearl Gibbs, ur stourmerez evit tud orin Aostralia.