– Bep Merc’her betek dorioù digor Diwan, d’an 18 ha d’an 19 a viz Meurzh, e kinnigomp deoc’h gweladenniñ skolioù ar rouedad e bro Roazhon ha pelloc’h c’hoazh. Hiziv Skol Gwipedel
– Ar gronikenn Desaver buzhug
– ErgeRZHadenn Julia Mouzan vo ar sizhun-mañ
– Strollad ar sizhun, kinniget gant Marianne : Orange blossom
Tag: Ti-Feurm
TARZH AN NOZ – Meurzh 11/01/2022
– Atersadenn Tifenn Merien, renerez ha skolaerez skol Diwan Gwenrann.
– Ar gronikenn Desaver Buzhug.
-Eil lodenn an heuliadenn diwar-benn krouidigezh skolaj Diwan Sant-Ervlan gant Yannig Gwilhanton.
– An ton “Our Stars” gant Laetitia Shériff.
TARZH AN NOZ – Meurzh 14/12/2021
– Atersadenn Anais Skornet eus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg diwar-benn ur voest ositlhoù savet gant ar gevredigezh evit sikour ar stalioù d’ober gant ar brezhoneg. Ha Malo Bouessel-Dubourg, rener Produet e Breizh a vo klevet ivez. Displeg a raio deomp penaos n’eo ket boaziet ar Frañsizien da gaout etiketennoù divyezhek war ar produioù prenet ganto. Un atersadenn graet gant Tunvezh Wlagen-Grandjean eus Radio Kerne.
– Ar gronikenn Desaver Buzhug.
– Ul lodenn all da glevet gant Damaris Merlet bet eil renerez skolaj Diwan al Liger-Atlantel.
– An ton Quand la ville dort gant ar strollad Niagara.
Ur vagouri evit ar plant
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant
(La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet).
Hiriv gant Leo gefard-michel e vo diskoachet ar vagouri staliet dindan an ti-gwer.