Juluan hag al Louarn ! Setu anv al levr nevez deuet maez gant an embannadur Timilenn. Tifenn Merien zo prezidantez kevredigezh
an ti-embann, deuet eo da gontañ da Varianne Vaidie penaos eo bet kaset da benn al labour treiñ e brezhoneg levr Joe Todd-Stanton. Ul levr evit ar vugale ‘ni eo evel Sekred ar c’hazh embannet gant Timilenn e 2019 !
An ti-embann yaouank a vo gwelet e Saloñs al Levrioù e Karaez an dibenn-sizhun-mañ ! Gall a reot dont da gaozeal gant tud ar gevredigezh ha prenañ o levrioù war-eeun diganto.
Un eurvezh hanter asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret evit dielfennañ disoc’h sontadeg Dibab – UR SONTADEG EVIT BREIZH !
Adunaniñ, demokratelezh ha referendom, galloudoù lec’hel ha gwir da zivizout e Breizh… Gael ha Brendan a zispleg deomp dre ar munut penaos ha perak he deus bet c’hoant ar gevredigezh Dibab atersiñ ar Vretoned hag ar bretonezed.
Klevet e vo ivez Tifenn Merien Prezidantez DIBAB ha Lena Louarn Bez-Prezidantez Rannvro Breizh.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie ha Melaine Looten e studio Radio Naoned.
Emañ skolioù Diwan o tigeriñ un tamm pep lec’h e Breizh en o-zouez ur raktres skol e Kernitron-al-Lann.
Ur strollad tud yaouank zo o paouez krouiñ kuzul skoazell ar skol.
Tifenn Merien, Prezidantez – Brendan Guillouzic-Gouret, teñzorour – Ewan Thébaud, sekretour.
Aozet ez euz bet ganto un emvod foran e Kernitron-al-Lann da gelaouin an dud eus ar raktres met ivez displegañ petra eo an hentenn Diwan hag ar c’helenn dre soubidigezh.
Tifenn Merien, Prezidantez ar c’huzul skoazell zo bet ouzh mikro Marianne Vaidie da zisplegañ munudoù ar raktres. Klevet e vo ivez Agnes Corven, skolaerez e Skol Diwan Naoned, a oa deuet da lakaat ar gaoz war ar soubidigezh yezhel.
Emañ ar gevredigezh Dibab e soñj aozañ ur sontadeg war 5 departamant Breizh da c’hoût ali ar re a zo o chom e Breizh war poentoù evel : “Ar vretoned didou pe disuj ? Petra a soñjont da vat ? Petra a fell dezhe ? Penaos e welont o dazont ensavadurel ha politikel en ur mare cheñch-dicheñch”
Deuet eo Tifenn Merien da gaozeal eus ar raktres-se.
Displegañ a ra deomp penaos e labour Dibab evit arc’hantaouiñ koust ar sontadeg dre ar savenn-arc’hantaouiñ a-stroll Kengo.bzh – https://www.kengo.bzh/projet/1827/soutenez-un-sondage-exclusif-en-bretagne
Lakaat a ra ar gaoz ivez war ar roll goulennoù a vo savet asambles gant an embregerezh TMO.