“Ce qui est sur” setu anv filmig kentañ Manon Renault.
Un istor mignoniezh etre div blac’hig lakaet war-wel gant ar sevenourez.
Daria Aoustin a oa e staj e Radio Naoned c’hoant he deus bet da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn Manon Renault, he film hag he liamm gant ar sinema.
Dre m’eo bet kaset ar filmig d’ar festivalioù, n’eus ket moaien kavout ar film war an internet met ma fell deoc’h sellet ouzh ar filmig, kit e darempred gant Radio Naoned hag e vo kaset deoc’h ul liamm prevez.
radio@radionaoned.bzh
Tag: Vaidie
Atersadenn Claire Cariou : Tro Vreizh ar zero lastez
Claire Cariou ‘zo prezidantez ar gevredigezh Côte Waste. Krog eo bet gant he zro Vreizh ar Zero Lastez d’ar 24 a viz Ebrel o loc’hañ eus Ploeneg er c’hab. E-kerzh daou viz a veaj war velo eo en em gavet asambles gant embregerezhioù pe kevredigezhioù a zigresk al lastez eus o foubellennoù.
Hanter eus he beaj a zo bet graet dija p’eo erruet el Liger-atlantel. Tremenet eo e studio Radio Kerne Naoned da gontañ he buhez foeterez-vro da Varianne Vaidie ha Daria Aoustin, stajiadez er radio.
Lec’hienn internet : https://cotewaste.fr/
Atersadenn Liza ha Tara : ur staj hañv e Sant-Ervlan
Evel bep bloaz e kinnig ar c’hevredigezhioù Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav ur sizhunvezh staj e penn-kentañ miz Gouere.
Warlene o doa kinniget dodenn ar veaj. Ar bloaz-mañ e vo lakaet war-wel maouezed an Naoned a-hed ar sizhun.
Tara Adeux kenurzhierez ha Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz o deus lâret hiroc’h da Varianne Vaidie.
Atersadenn Brendan Budok Durand-Le Ludec : echedoù e brezhoneg
Brendan Budok Durand-Le Ludec en deus krouet ur strollad echedoù e brezhoneg war Facebook hag ur chadenn Youtube evit reiñ un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc’h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c’hoarierien a vicher.
Kaoz e vo ivez eus ar merc’hed e-barzh bed an echedoù hag an heuliad tele The Queen’s Gambit en eus graet berzh en diskar-amzer 2020.
Facebook : https://www.facebook.com/groups/288269729441398
YouTube : https://www.youtube.com/channel/UCM5sv4iId_zGC3iF0uiHp6Q