
Morgane ha Melaine a zo en em gavet e kêriadenn Bellae, e Gwenvenez-Penfaou, el lec’h ma oa dalc’het evit an 12vet gwezh ar festival Cours & Jardins.
E-pad un eurvezh e vo lakaet ar gaoz ganto war an aozañ, istor ar festival, an arc’hantaouiñ hag an dud a-youl vat met ivez programmadur dibar ar gouel evit 2021. Sonerezh kement a c’hoariva, arzoù ar straedoù pe diskouezadegoù a bep seurt zo da welet pe da glevet e Cours & Jardins !
Tro hor bo da glevet ivez penn kentañ ar sonadegoù gant ar strollad Vipère, deuet da seniñ war vord ar stêr Gwilen.
dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa 
