– Atersadenn Xavier Grimault diwar-benn kuzul skoazell skol Diwan Sant-Ervlan anvet BEV (brezhoneg evit ar vugale) hag an darvoud Ankou Deiz.
– Ar gronikenn Diskouez Din : Diskouezadegoù da welet asambles gant ho pugale e-kerzh ar vakañsoù.
– Benoît Lardière deus ar strollad Denoan.
– Al label Black lilith Record : Ava
Chan ‘zo un tabouliner a Vro-Naoned. Ha pa vez lâret tabouliner e vez soñjet diouzhtu er baterioù. Kefoù bras doare gourzaboulin en taboulinoù sklent, er simbalennoù. Soñjet ‘vez ivez e kefoù ur bagad o tasoniñ kreñv ar sonioù bout pe c’hoazh un Djembe bennak, un Derbouka. Met gant Chan e vo kinniget deoc’h un daboulin nevez an Handpan ! An Handpan pe Hang a-wechoù ‘zo ur benveg ront stumm ur goulourdrenn houarn anezhañ, war-c’horre, bosoù pe toulloù a ro d’ar benveg-se e notennoù sonerezh flour. Ouzhpenn skeiñ gant e Handpan a ra Chan kanañ a ra ivez, e galleg a-wechoù, e saozneg ivez, met dreist-holl e Berber, e yezh vamm. Deuet eo hiziv asambles gant Xavier. Xavier ‘noa kemeret perzh dija en abadenn Naoned e Live gant ar strollad Vipère, ar strollad kentañ o tont da seniñ amañ. Deuet eo ar wech-mañ da eilañ Chan gant e violoñs war ganaouennoù ‘zo. Kinnig a reomp deoc’h ur veaj, ur veaj er sioulder, ur veaj war lusk an Handpan, ur veaj en tu all d’ar mor kreiz douar, e Maroko. Setu Chan !
Morgane ha Melaine a zo en em gavet e kêriadenn Bellae, e Gwenvenez-Penfaou, el lec’h ma oa dalc’het evit an 12vet gwezh ar festival Cours & Jardins.
E-pad un eurvezh e vo lakaet ar gaoz ganto war an aozañ, istor ar festival, an arc’hantaouiñ hag an dud a-youl vat met ivez programmadur dibar ar gouel evit 2021. Sonerezh kement a c’hoariva, arzoù ar straedoù pe diskouezadegoù a bep seurt zo da welet pe da glevet e Cours & Jardins !
Tro hor bo da glevet ivez penn kentañ ar sonadegoù gant ar strollad Vipère, deuet da seniñ war vord ar stêr Gwilen.
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c’halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegen direizh eo stad an traoù. Xavier Grimault zo tad er skol ha perzh eus skipailh BEV : Brezhoneg Evit ar Vugale, ar c’huzul skoazell a glask rastellat arc’hant evit lakaat ar skol da vont en-dro. Testeni a ra d’an diaesterioù arc’hant liammet eus ar fed ne vije ket paeet ar skodenn-skol.
Ur skipailh dileuridi ha dileuriadezed a oa sañset bezañ degemeret gant Rektor Naoned. Gireg Ar Gevel skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan a lâr hiroc’h deomp eus disoc’h an emgav-mañ.