Atalieroù deskadurezh d’ar mediaioù

Ur benveg pedagogel dreist-ordinal eo ar radio. Dre ar radio e c’hell ar vugale hag ar grennarded ha krennardezed deskiñ penaos en em henchañ en ur gevredigezh beuzet gant ar c’heleier liesseurt. Desket e vez penaos anavezout ar fake news, diskoachañ titouroù resis ha stummañ o spered sitoaian.

Tangi Poisson a zo animatour war an deskadurezh d’ar mediaioù. Kinnig a ra atalieroù er skolioù, skolajoù, liseoù, d’an dud deuet, d’ar grennarded·ezed ha d’ar vugale.

Dedennet oc’h ? Kit e darempred gantañ : atalierou@radiokerne.bzh

Ha setu disoc’h labour an deskarded·ezed amañ dindan.

Savet hon eus ivez ur valizenn bedagogel a c’hell bezañ talvoudus d’an holl, da lenn amañ !

Bran a laer ar gouloù + Rakoun ha Bleiz

Bran a laer ar gouloù : 

Bran ar sorbiennoù zo ul lampon na gil ket rak c’hoari troioù kamm d’ an holl, zoken d’ he mignoned. A-wechoù avat e c’hell he zroioù kamm degas dimp traoù kaer ha mat evel an heol, al loar hag ar stered.

Rakoun ha Bleiz : 

P ’en em gav Rakoun fri ouzh fri gant Bleiz, emañ en arvar a vezañ lonket. Padal gant ar sac’had troioù kamm a zo gantañ eo kentoc’h Bleiz a zo en arvar…


Pellgargañ