Ar media SPLANN er skolaj !

En em gavet eo Juliette Cabaço Roger ha Gwenvaël Delanoë e Skolaj Diwan 44 evit un abardaevezh eskemm gant ar skolajidi. 
Un digarez brav da lakaat un tokarn war hon divskouarn ha da gemer mikroioù.
Setu neuze un abadennig dindan stumm un atersadenn savet gant klasad pevare (hag un nebeud tredeidi)  deus ar skolaj. 
Lakaet e vo ar gaoz kement war ar vicher kazetenner-ez, war ar media enklask Splann !, ha war an teuliad savet ganto diwar-benn an amoniak e Breizh.

Trugarez da Juliette ha Gwenvaël evit bezañ deuet betek Naoned !

Pellgargañ

Kleub Radio e Skolaj Diwan Sant-Ervlan

Aozet e vez kleuboù liesseurt e Skolaj Diwan 44 evit ar c’hlasadoù 6vet ha 5vet. Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, ez eus bet kinniget dezho sevel un abadenn radio ! Unan wir, gant atersadennoù, tabutoù, c’hoarioù, sonerezh, ar meteo, “jingleioù”, … Ijinet, skrivet hag enrollet eo bet pep tra gant ar skolajidi hag ar skolajiadezed. Frammet eo bet gant o c’hasourien, a-drugarez da alioù fur Marianne. Distoufit ho tivskouarn !!
En abadenn gentañ e vo klevet :
– Un tabut war an dic’hoadañ gant Bleuenn C., Dounia, Liam, Tudual ha Morgan
– Ar meteo gant Yul, Laouen ha Fleur-Lou
– Atersadennoù diwar-benn ar c’hovid er skolioù gant Rafaelle ha Maiwenn
– Sketch farsus Ewen ha Milan
– Ur c’hoari war an Istor gant Youenn ha Loig
– Atersadennoù war ar vicher levraoueger.ez gant Yuna, Maelenn ha Laia
– Ur gronikenn diwar-benn AC/DC gant Louis
– Ur c’hoari war ar geografiezh gant Noah. Ar jingle ‘zo bet savet gant Lilou ha Tissem, an tonioù sonerezh a zo kinniget gant Louis hag ar bruderezhioù ‘zo bet ijinet gant Bleuenn D.G., Mirra ha Lou-Ann.

Pellgargañ

En eil abadenn e vo klevet :
– Un tabut war an heskinerezh reizhel gant Bleuenn C., Dounia, Liam, Tudual ha Morgan
– Ar c’heleier farsus gant Yuzael ha Gwezenn – Atersadennoù diwar-benn dinell ar skolaj gant Jeanne ha Lilia
– Sketch farsus Gwendal
– Mikro-riblen Maïwenn ha Lili
– C’hoari war an trouzioù Camille ha Lila
– Atersadenn un ijinour war an endro gant Tafaenn ha Gwendal
– Sketch farsus Tudeg hag Elouan
Ar jingle ‘zo bet savet gant Lilou ha Tissem, an tonioù sonerezh a zo kinniget gant Tudeg ha Maiwenn hag ar bruderezhioù a zo bet ijinet gant Bleuenn D.G., Mirra ha Lou-Ann.

Pellgargañ