Claire Cariou ‘zo prezidantez ar gevredigezh Côte Waste. Krog eo bet gant he zro Vreizh ar Zero Lastez d’ar 24 a viz Ebrel o loc’hañ
eus Ploeneg er c’hab. E-kerzh daou viz a veaj war velo eo en em gavet asambles gant embregerezhioù pe kevredigezhioù a zigresk al lastez eus o foubellennoù.
Hanter eus he beaj a zo bet graet dija p’eo erruet el Liger-atlantel. Tremenet eo e studio Radio Kerne Naoned da gontañ he buhez foeterez-vro da Varianne Vaidie ha Daria Aoustin, stajiadez er radio.
Lec’hienn internet : https://cotewaste.fr/

un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc’h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c’hoarierien a vicher.
bet ar savadur ganto e ruz ha staget outi boulomigoù krouget da aroueziañ ar sevenadur o vervel. Aozet e oa bet an darvoud-se dre ma oa bet kilet evit an teirvet gwech emvod kuzul broadel micherioù ar c’hoariva pe ar CNPS. Un emvod e lec’h ma oa sañset dont Roselyne Bachelot ministrez ar Sevenadur da dabutal gant an arzourien. Dre forzh huchal e oa deuet Marc Le Bourhis, rener al lec’h maez da eskemm gant an arzourien. Divizet eo bet ganto e teufe an aotroù Le Bourhis d’ar Gwener 30 a viz Ebrel d’an noz da dabutal er Graslin. Aziliz Peaudecerf e staj e Radio Naoned ar sizhun paseet ‘neus kaset he mikro ganti e teatr Graslin e Naoned. Klevet ‘vo Claire Oger.
