Ribines Records : Tsanet

Abaoe m’eo bihan tout ez a Tsannet ‘maez eus an heñchoù peurgompezet evit diskoachañ doareoù sonerezh nevez. Komañset ‘noa da gompoziñ tonioù ouzhpenn 12 vloaz ‘zo bremañ. Hag abaoe 6 vloaz e treuzkas d’e bublik ar gwellañ eus ar pezh a oar ober. Anavezet mat evel un ergerzhour doareoù sonerezh e kinnig Tsannet stiloù liesseurt. Krediñ a ra en em goll en e donioù evit kinnig un doare da seniñ a zo dezhañ e-unan. Dont a ra a-benn d’e gefridi a-drugarez d’e c’hoant lodañ e sonerezh gant an arvesterien met ivez d’e skiant miksañ a zo bet anavezet buan. Tsannet a ro buhez d’e Setoù ! Lakaat a ra an dud da veajiñ, beajoù dedennus ha danevellus. An danvezioù organek, metalek pe analogek kinniget gant aergelc’hioù flodus ha speredel alies a ra stil dibar Tsannet.

 

 

 

 

Pellgargañ

Ribines Records : Cromearty

CROMEARTY (Ribines Records) !
A orin eus Brest e lec’h ma krog e-giz DJ e kemer perzh Cromearty e diorenn an tekno gant e Grew ar “SWITCH’ON”
Hemañ ‘zo kensaver al label Ribines Records a lak war-wel arzourien nevez leurenn elektro ar c’hornôg hag eo deuet maez a-drugarez dezhañ 2 EP disheñvel-mat o doare.
Cromearty a domm e biligoù e Naoned o seniñ e meur a davarn evel ar MOJO. Awenet gant traoù disheñvel a Alphex Twin da Maceo Plex e sav ar Warm Up dezho un doare dibar. Lakaat a ra e arvestourien da hejañ war beatoù Groovy enno House koulz a Tekno.

Pellgargañ

SoundCloud : https://soundcloud.com/ribinespodcast/ribines-podcast-001-cromearty?fbclid=IwAR13RqKtou-dNVNLLuaMW45Zju7tXWbzy4FcKZuJtRlStZP8mXiBb3OKxsI