Festival Penn-ar-Bed Kraozon : Devezh ar Sadorn

 

Cimafunk

Ar beñveg da staotiñ en he sav

20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c’houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul.

Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne.

En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc’h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc’het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout.

Ravid Kahalani deus ar strollad Yemen Blues, deuet deus bro Israel ;

Cimafunk, kaner funk yaouank deus bro gKuba ;

Sterenn Gwilhouz, Kevin Roudaut, ha Manu ha Marion Arnaud, arvesterien ;

Tud a-bolontez-vat : Julien Bourrié, paotr ar surentez, ha Meven Kabon, paotr ar privezhioù sec’h ;

Hag ur gronikenn « Staotiñ en he sav », gant Marianne oc’h implij ar beñveg-se graet evit ar merc’hed.

 

Trugarez da vManu Arnaud ha da Iffig Penneg da vezañ jubennet Cimafunk, etre spagnoleg ha brezhoneg !


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.