Festival Penn-ar-Bed Kraozon : Devezh ar Sul

 

Madelyn Ann

20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c’houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul.

Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne.

En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc’h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc’het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout.

Madelyn Ann, kanourez e brezhoneg pedet war bladenn ziwezhañ Robin Foster ;

Elisapie, kanourez pop-rock Inuit a vro gKanada ;

Mikro-riblennoù ar festival, gant ur bern brezhonegerien ;

Tud a-youl-vad : Dorothé ar Saout, oc’h ober al liamm etre kazetennerien hag arzourien, ha Kristian ar Rouz, o werziñ frouezh evit ar stal Le Saint.


Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.