Naonedadez, Zevka a grog gant ar miks er bloavezhioù 2000.
Sot gant ar groove, deus ar beats flour betek ar beats lemm, profañ a ra d’he fublik un dibab deus ar c’hentañ pinvidik ha personel da vat, o cheñch atav.
Emskiant deus ar sonerezh, deus ar fromadennoù, lakaat a raio ho kalon da lammat fonnusoc’h-fonnusañ rak plij’ a ra dezhi c’hoari gant ar boudennoù.
Arnodiñ a ra bepred ar stiloù sonerezh en ur implij ar sonerezh elektro, House, Afro Beat pe c’hoazh an tekno… Evit kontañ deoc’h hec’h istor evit un arnod sonerezh dancefloor da vat. Diaes e vo deoc’h lakaat un anv d’he stil sonerezh, kelaouet oc’h !
	
etre ar yenijenn, an tommder, an tizh hag ar gorregezh. Un doare tekno deep, da lâret eo don ha diempret gant ur groove dic’hortoz. Sonerezhioù an amzer-tremenet o taremprediñ gant sonerezhioù a-vremañ hag a lak ac’hanomp d’en em santout bev en un doare difin. Sonet he deus e gouel Astropolis, evit an darvoud Wet For Me e La machine du Moulin Rouge pe c’hoazh evit ar Made Festival e Roazhon. Deiziataet eo ivez e Naoned evit an darvoud Usées Coutumes, Lunacy, les gouters électroniques pe c’hoazh Sweatlodge.
son ur bed a zo o vont da gousket. Gant muzikoù a sort post-bennak hag un dra-wave, deus ar bloavezhioù 80 dreist-holl, deus Frañs (OPERA DE NUIT, DEUX, MARIE MOOR, KAS PRODUCT, TRISTESSE CONTEMPORAINE), Kanada (NOMEANSNO), ex-Yugoslavia (PARAF), Breizh (LITOVSK), Spagn (ESPLENDOR GEOMETRICO), USA (CRASH COURSE IN SCIENCE), Breizh-veur (OMD), Russia (UTRO), Alamagn (RHEINGOLD).
dezhi.
