JABADAO! #5 : Avelioù a gan ar frankiz

Marteze n’eo ket dreist-ordinal war ur radio e brezhoneg met hiriv e kaso deomp an abadenn nevez Jabadao! war-zu avelioù keltiek an Norzh ! E roll ar session e vo strolladoù kozh mil-vrudet (PLANTXY, CLANAD, THE CHIEFTAINS) ha mojennoù ar muzik a Vro-Iwerzhon (ANDY IRVINE, MICK MOLONEY, SHARON SHANNON, CAITLIN MAUDE, DANNY DOYLE) hag ur rebel song a Béal Feirste (THE BARLEYCORN). Met ivez ‘vo un tañvadig a Vro-Skos gant CAPERCAILLIE ha SILLY WIZARD, evel ur gammdro folk war-zu Amerika an Norzh gant ALI BAIN & JAY UNGAR et IRIS DEMENT. Slàinte!

THE BARLEYCORN – The Winds are singing freedom
CAPERCAILLIE – Skye Walking Song
ANDRY IRVINE – the blacksmith
ALIN BAIN & JAY UNGAR – Big Scioty
PLANTXY – Raggle Taggle Gypsy/Tabhaiur dom do laimh
THE CHIEFTAINS – The wind that shakes the barley/The reel with the beril
CLANAD – Teir Abhaile riù
IRIS DEMENT – Our Town
MICK MOLONEY – Molloy’s favourite & The Earls Chair
SHARON SHANNON – Reel Beatrice
SILLY WIZARD -Donald McGillavry/O’Neills Cavalry March
CAITLIN MAUDE – Roisin Dubh
THE CHIEFTAINS – O’Sullivan March
DANNY DOYLE – Lizzie Lindsay

Pellgargañ an abadenn

Atersadenn Lukaz ha Gweltaz : ur staj rap gant tredeidi·adezed skolaj Diwan Liger-Atlantel

Tredeidi ha tredeadezed skolaj Diwan Sant-Ervlan o deus bet ar chañs da gemer perzh en ur staj rap kaset da benn gant Lukaz Nedeleg ha Gweltaz Foulon.
Tri frantad o deus bet evit skrivañ ar paozioù ha krouiñ ar sonerezh.
Enrollet o deus disoc’h o labour e studio Radio Naoned.
Klevout a rimp Yuna hag Appoline, skolajiadezed e klas trede ha Lukaz Nedeleg ha Gweltaz Foulon o deus graet war-dro luskañ ar staj.
Ma fell deoc’h kinnig stajoù rap kit e darempred gant Strollad La Obra : http://laobrabzh.blogspot.com/
Pe dre Facebook : https://www.facebook.com/Strolladlaobra

 

Pellgargañ an abadenn