Tag: Skolaj Diwan
En em gavet eo Juliette Cabaço Roger ha Gwenvaël Delanoë e Skolaj Diwan 44 evit un abardaevezh eskemm gant ar skolajidi.
TARZH AN NOZ – Gwener 14/01/2022
– Atersadenn Elodie Jaffré diwar-benn ar festival les Zef et Mer hag he c’hrouidigezh nevez “Kanour Noz” da welet e-kerzh ar festival.
– Ar gronikenn div vunutenn evit kompren.
– Lodenn ziwezhañ gant Yannig Gwilhanton, prezidant kentañ kuzul skoazell skolaj Diwan Sant-Ervlan.
– An ton “Deal with this”.
Atersadenn Vefa L’Hourre : Penngasourez nevez e skolaj Diwan Liger-Atlantel
Deuet eo poent an distro-skol. Vefa L’Hourre ‘deus komañset gant he labour nevez evel penn gasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel.
Tremenet e oa ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ penaos e raio tud skipailh ar skolaj evit degemer ar skolajidi hag ar skolajiadezed er mare drol-mañ. Peseurt reolennoù ha peseurt argerzhadur a vo da vezañ heuliet gant an holl ?
Atalieroù radio e skolaj Diwan Liger-Atlantel
Ar bloaz-mañ e labouro Radio Naoned asambles gant skolaj Diwan Liger-Atlantel evit kinnig ur programm deskadurezh d’ar mediaoù d’ar re 4e. Marianne Vaidie a raio war-dro luskañ an atalieroù, diskouez d’ar re yaouank penaos vez skrivet ur gronikenn radio, penaos vez kaset un atersadenn, displegañ dezho petra eo ur reportaj… Lakaet e vo ar gomz ivez war implij ar rouedadoù-sokial ha pouezet e vo war dañjerioù ar Fake News.
Pennad Ouest-France d’ar 14 a viz Here 2019