Ar media SPLANN er skolaj !

En em gavet eo Juliette Cabaço Roger ha Gwenvaël Delanoë e Skolaj Diwan 44 evit un abardaevezh eskemm gant ar skolajidi. 
Un digarez brav da lakaat un tokarn war hon divskouarn ha da gemer mikroioù.
Setu neuze un abadennig dindan stumm un atersadenn savet gant klasad pevare (hag un nebeud tredeidi)  deus ar skolaj. 
Lakaet e vo ar gaoz kement war ar vicher kazetenner-ez, war ar media enklask Splann !, ha war an teuliad savet ganto diwar-benn an amoniak e Breizh.

Trugarez da Juliette ha Gwenvaël evit bezañ deuet betek Naoned !

Pellgargañ

SKOL AN EMSAV ER MIKRO #6 – An adimplij gant Nolwenn ha Daria

Nolwenn ha Daria : An adimplij e Roazhon
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronnikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober. 
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Nolwenn ha Daria a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn an adimplij e Roazhon.
Trugarez da Virginie Pronost ha Morgane Lestig da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.

Sonerezh ar jenerik zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.

Pellgargañ