
Morgane ha Melaine a zo en em gavet e kêriadenn Bellae, e Gwenvenez-Penfaou, el lec’h ma oa dalc’het evit an 12vet gwezh ar festival Cours & Jardins.
E-pad un eurvezh e vo lakaet ar gaoz ganto war an aozañ, istor ar festival, an arc’hantaouiñ hag an dud a-youl vat met ivez programmadur dibar ar gouel evit 2021. Sonerezh kement a c’hoariva, arzoù ar straedoù pe diskouezadegoù a bep seurt zo da welet pe da glevet e Cours & Jardins !
Tro hor bo da glevet ivez penn kentañ ar sonadegoù gant ar strollad Vipère, deuet da seniñ war vord ar stêr Gwilen.
Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha Bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n’haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur !
Tarzh an noz, an abadenn made in Breizh Uhel ! Pennadoù-kaoz gant ar re a ra buhez ar vro, kronikennoù sevenadurel, skiant, teknologiezh, natur ha kinnig al leurenn sonerezh e Bro Roazhon hag e Bro Naoned, setu un hanter-eurvezh abadenn fonnus, lusket gant Raphael Thouroude e Naoned ha Morgane Cotten e Roazhon !

