Displeg a ra deomp Léo Géfard-michel perak o deus dibabet gounid legumaj ha chom hep gounid boued chatal.
An douaroù
Lakaat a ra amzer sevel ur menaj hag ouzhpenn da se eo ret kaout douaroù evel-just evit sevel ha kregiñ gant ar raktres.
Penaos en eus graet skipailh La Terre Ferme ?
Sevel un ti-feurm
Ne vez ket savet ur menaj en ur bloavezh hepken.
Ouzhpenn da se sevel un ti-feurm a zo disheñvel hervez pep hini pe pep skipailh.
Un dibab a zo bet graet gant skipailh La Terre Ferme a zo chom hep amprestiñ argant d’an ti-bank.
Gounid e buhez
Léo a zispleg deomp hiriv hag-eñ eo aes gounid e vuhez pa vez labouret en ur GAEC gant meur a zen.