En amzerioù koshañ eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez. Ha neuze, a-belec’h e teu an Heol hag al Loar a anavezomp hiziv ?
En amzerioù koshañ eo bet lonket Heol ha Loar gant ur roñflez. Ha neuze, a-belec’h e teu an Heol hag al Loar a anavezomp hiziv ?
Gwenn’ zo anavezet mat gant selaouerien ha selaouerezed Radio Naoned evit e gronikenn Labous Web. Paotr an teknologiezhioù eo Gwenn ! Abaoe ur pennadig bremañ e implij ar rouedad Discord evit c’hoari en linenn, ha c’hoari e brezhoneg mar-plij. Estreget c’hoarioù-video brezel a vez kinniget. C’hoarioù strategiezh evel “Age Of Empire” a zo ivez. Met n’eo ket Discord un dra gouestlet d’ar “Gamers” hepken ! Div sizhun ‘zo e oa bet krouet ur “Saloñs” pe ur gaozeadenn evit ar re a fell dezho eskemm e brezhoneg dre gentelioù pe Chat.
Un intrudu a-feson hag a ra berzh da vare an dispell. 250 den zo bet koumanantet dija ! Gwenn ‘neus respontet da c’houlennoù Marianne Vaidie dre bellgomz.
Cool kit arzourez disuj bed queer Bro-Naoned a oar sublimañ an doareoù sonerezh ha kendeuziñ anezho evit krouiñ he sonerezh dezhi.
He setoù bouetet gant tonioù disco a ya da flourañ he zempoioù betek bezañ nec’hus a-wechoù. Stekiñ a ra al luskoù aheurtet hag ar sonennoù birvidik an eil ouzh ar re all en ur vorteks peurvat.
Cool Kit a zisamm energiezh ha diroll an dud gant nerzh arouezus he sonerezh. Ur bedadenn d’an diskar d’ar c’horfoù, da wallegezh ar bezañs hag an-unan.
Er fin e kouezh bepred ar vragerisoù ha pa n’eo ket he hini a zo kouezhet da gentañ.
Bep bloaz e vez tud nevez o teskiñ brezhoneg. Lod anezho a ra evit abegoù personel ha lod all evit abegoù micherel. Meur a greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.
Aterset o deus :
– Ingrid, Camille ha Tangi : stajidi·adezed Skol an Emsav
– Marzhin Perrot : stummer e Skol an Emsav
– Naia Haye : ASEM e Diwan bet stajiadez gant Skol an Emsav
Skeudenn gant Skol an Emsav