Tud ‘zo zo gouest da lâr “Forzh penaos n’eus ket bet komzet brezhoneg biskoazh e Naoned !”. Gevier tout ! Bertrand Luçon ‘zo sot 
gant al lec’hanvadurezh. Kaset ‘neus da benn ul labour enklask war an anvioù lec’h e Bro-Naoned dre forzh studiañ ar c’hadastroù kozh ‘neus kavet roudoù yezh e-leizh un tamm pep-lec’h el Liger-Atlantel. Peadra da ziskouez ‘zo bet komzet brezhoneg amañ, ha da embann ul levr zoken “Noms de lieux bretons du Pays Nantais”. Deuet eo neuze da gontañ da Varianne munudoù e labour prizius.
	
Labourat a ra skipailh Radio Naoned asambles gant bugale skol Diwan Sant-Ervlan. Ar pal lakaat anezho da gontañ istorioù, kontadennoù, danevelloù, mojennoù er radio.
gevredigezh Rien qu’un chromosome en + ! Displegañ a ra deomp petra a ra ar gevredigezh evit skoazell an dud o deus bugale trizomek. Ur sikour melestradurel, alioù fur, met dreist-holl e sikour ar gevredigezh an darempredoù etre tud ar vugale, dezho da eskemm asambles war an diaesterioù hag ar perzhioù mat. Sed aze eskemmoù a-bouez !
Ur c’hozhiad a ra traoù kaer gant e chañs keit ma ne oar e amezeg nemet he morc’hañ.
