Ar miz-mañ e vo diskoachet an DJ Cedric Sheva.
An DJ a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c’hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco.
Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat.
Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet ‘vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut EPoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.
skignañ. Setu neuze an eil !
krouerezed ar raktres Youn ha Solena, a fell dezhi bremañ adkregiñ ganti met gant ur raktres brasoc’h c’hoazh. Ur vagouri a zegemerfe 40 bugel en holl. Hiroc’h gant Katell Leon ouzh mikro Marianne Vaidie.
