E Liorzh la Fonderie war enezenn Naoned ez eus bet aozet un happening gant ur strollegezh nevez krouet ar CEBEP 44 hag a zo ur c’hollektif evit an deskadurezh e brezhoneg e skolioù publik Liger-atlantel.
Erruet int skuizh gant rektor akademiezh Naoned, bep tro pa fell d’ur skol digeriñ ur c’hlasad divyezhek eo ur sapre afer. Ne zouj ket ouzh al lezenn votet e 2013 a embann splann eo ret aesaat an deskadurezh er yezhoù rannvroel.
6 skol a ginnig un hentenn divyezhek el Liger-Atlantel dija hag 8 skol ouzhpenn a fell dezho digeriñ hentennoù divyezhek er bloavezhioù a zeu, 4 e 2021.
Kroget eo an happening da 11 eur gant ur gentelig tañva d’ar brezhoneg evit ar gazetennerien hag ar c’hazetennerezed.
Da c’houde roet ez eus bet un diplom d’ar c’hêrioù engouestlet evit diorren an deskadurezh brezhoneg en ho kumun.
Hag echuet o deus gant ur brezegennig o lavar e vo kaset dre lizher, en un doare arouezel, kod an deskadurezh da rektor akademiezh Naoned.
Gant Remi Toulhoat, prezidant Divyezh Breizh
Renan Kerbiquet, sekretour ar gevredigezh evit ar gelennerien ha kelennerezed, Kelennomp !
Mallorie Creac’h, skolaerez er skol divyezhek ar Marsauderie e Naoned
Tag: Bzh
Ribines Records : Just Jul’
Just Jul’ a zo DJ ha produer, ken krouer al label Mascarade records ha krouer ar web radio Nebulah Radio. Abaoe 6 vloaz emañ o tiorren ur sell disheñvel deus ar gouelioù gant an aozadurioù-mañ. Frank deus an diktatoù, digemplez hag entanet.
Fier ruz o tifenn ar Worldwide Music, e setoù a ya deus ar jazz betek ar sonerezh eletronek a zo graet evit an dancefloor. Sonet en deus gant arzourien hag arzourezed evel Voilaaa, GUTS, ZAJAZZA, Julien Le Brun, Gones, Soulist, Michel Cleis, Loefah, Mumdance hag e kêrioù bras evel Londrez, Bruxelles, Pariz, Gênes hag Istanbul…
Mab Roue Iwerzhon
Ur sorbienn dastumet e Bro-Skos, kozh Noe ha mil anavezet er bed bras adal an amzerioù koshañ.
Penaos o sellout ouzh ur vran e c’haller en em gavout en un aridennad darvoudoù eus ar souezhusañ.
Ar c’hwiliorez european gant Aude Merien-Maas
Un ekologourez penn-kil-ha-troad eo Aude ! Evit he ferzh kentañ er stal sevel ur gronikenn he deus dibabet lakaat ar gaoz war un amprevan gouest da spontañ an dud. Ar c’hwiliorez european pe ar bennmarc’henn !