Ribines Records : Dj Alpaïde

Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.

Pellgargañ

Ribines Records : Zevk Ka

Naonedadez, Zevka a grog gant ar miks er bloavezhioù 2000.
Sot gant ar groove, deus ar beats flour betek ar beats lemm, profañ a ra d’he fublik un dibab deus ar c’hentañ pinvidik ha personel da vat, o cheñch atav.
Emskiant deus ar sonerezh, deus ar fromadennoù, lakaat a raio ho kalon da lammat fonnusoc’h-fonnusañ rak plij’ a ra dezhi c’hoari gant ar boudennoù.
Arnodiñ a ra bepred ar stiloù sonerezh en ur implij ar sonerezh elektro, House, Afro Beat pe c’hoazh an tekno… Evit kontañ deoc’h hec’h istor evit un arnod sonerezh dancefloor da vat. Diaes e vo deoc’h lakaat un anv d’he stil sonerezh, kelaouet oc’h !

 

 

 

Pellgargañ an abadenn