Bac’het en ti, an abadenn a bado ur miz c’hoazh da nebeutañ. Savet eo deus saloñsioù reoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, enrollet e chaosonioù ha kaset deoc’h gras da vurzhud ar gwagennoù !
Betek an 11 a viz Mae e pado an dispell, da neuze e ‘tigorfe en-dro ar skolioù ha skolajoù tamm ha tamm. Deus se ‘vo kaoz er gronikenn savet gant Melaine ha Lou, bac’het er gêr gant o bugale.
Fañch Rebours ‘neus savet ur chadenn Youtube evit ar vugale vihan, aterset eo bet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.
Laetitia Fitamant a gonto deomp istor Mari Difoïd, unan eus skouerioù brudetañ un dougerez yac’h.
Ha Gwenn Meynier a raio deomp un diverradenn eus ar poelladoù sur ha frank a c’heller implijout evit eskemm gant h·e familh ha kenseurt·ez·ed.
Titouroù pleustrek ar c’henfinañ e fin an abadenn.
Maouezed/Bugale, pelec’h kavout sikour : https://urlz.fr/cpbS
Gwriat flotantennoù : https://urlz.fr/cpbW
Bac’het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.
Bac’het en ti, an abadenn prientet deus ar gêr, gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.
Bac’het en ti, abadenn an dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned !
