Bac’het en ti #13

Bac’het en ti, an abadenn a ro keleier deus ar mare iskis ‘maomp o vevañ.

Mikel Cras-Penober, produer laezh.
Emsellerien al labour empechet d’ober o labour.
Rekipe ar c’hod hidroalkolek gant Claire Cariou.

Titouroù pleustrek e fin an abadenn.

Pellgargañ an abadenn

 

 

Bac’het en ti #12

Bac’het en ti, an abadenn savet deus hor saloñsioù e Radio Kerne ha Radio Naoned.

Mona K. diwar-benn efed ar viruskurunenn hag an enkeañ e diabarzh ar prizonioù.
Skouer ur babig bet tapet ar viruskurunenn gantañ in utero gant Laetitia Fitamant.
Ha Melaine ha Lou, bac’het er gêr gant bugale, mab Melaine tapet gant ar c’hovid pe ur vronkitez, den na oar, ha itouroù fentus war an distro-skol.

Titouroù pleustrek e fin an abadenn.

https://www.les-crises.fr/interview-de-jean-francois-delfraissy-president-du-conseil-scientifique-dans-le-journal-italien-la-republica/

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/

Pellgargañ an abadenn

 

Bac’het en ti #11

Bac’het en ti ganeoc’h war an hentoù, el labour, er gêr. Bemdez e kinnigomp deoc’h un hantereurvezh abadenn fresk, kronikennoù, titouroù pleustrek hag atersadennoù, graet deus hor saloñsioù.

Gant Enora Moalic e vimp, skarzhet eo bet deus ur stal e Douarnenez peogwir e oa gant he babig.
(‘Maez lezenn eo : dgcs-coursesparentsisoles@social.gouv.fr)
An douar ne grenn ket kement abaoe m’eo kenfinet ul lodenn vat deus ar boblans.
Lou ha Melaine a zo bac’het en ti gant bugale abaoe miz bremañ, penaos en em dennont ?

Titouroù pleustrek ar c’henfinañ e fin an abadenn.

https://www.force-ouvriere.fr/_ud-fo-29-finistere_

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #10

Bac’het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned !
Tem an abadenn : an endro
Laetitia a ginnigo deomp al Liamm etre saotradur ha mervel gant ar viruskurunenn.
Benjamin a rento kont deus stad an traoù e Amazonia p’emañ c’hoazh Bolsonaro e penn Bro Vrazil.
Dominique Merrien a lâro deomp petra zo da welet en oabl evit ar mare : planedennoù, stered, steredegoù ha dared.
Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn.

Sikour pobl DZ, mirout ur pakad boued : 02 98 92 19 62
dgcs-coursesparentsisoles@social.gouv.fr
Sikour skol Diwan Naoned https://urlz.fr/cqBz

Pellgargañ an abadenn