Deuet eo poent an distro-skol. Vefa L’Hourre ‘deus komañset gant he labour nevez evel penn gasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel.
Tremenet e oa ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ penaos e raio tud skipailh ar skolaj evit degemer ar skolajidi hag ar skolajiadezed er mare drol-mañ. Peseurt reolennoù ha peseurt argerzhadur a vo da vezañ heuliet gant an holl ?

Lakaat a ra ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar skol ma labour enni ha da gompren ivez petra eo ar vicher skolaer. Klevet ‘vo e soñj diwar-benn ar brezhoneg, ar yezh m’eo bet eñ desavet ganti.
