“War ‘m eus klevet… Emañ ar galleg e dañjer !”
Gant ar gevredigezh Kelennomp oa bet aozet un emvod er greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Pal an emvod-se, toullañ kaoz gant ar re a gelenn brezhoneg e Bro-Naoned, renabliñ asambles ganto diaesterioù bed ar c’helenn, keñveriañ an diforc’hioù labour etre akademiezh Roazhon hag hini Naoned.
Brewal Runigou ha Renan Kerbiquet a zispleg deomp petra eo kelennomp ha petra int deuet d’ober e Sant-Ervlan.
Lârout a reont ivez o soñj diwar-benn komzoù ministr an deskadurezh stad ha penaos emañ ar jeu gant ar skolioù Diwan.
Pellgargañ
D’an 22 a viz Mae e vo aozet un abadenn gwalc’hin an otoioù e skolaj Diwan Sant-Ervlan.
Awena Le Borgne, Mila Gwillen-Barnet skolajiadezed anezho ha Bleuenn Raynaudon-Kerzhero o fenn gasourez a zispleg deomp perak e vez lakaet skolajidi ha skolajiadezed da naetaat ar c’hirri-tan.
Tunioù mat ar sizhun.
Atersadenn Soig Loquet Lisead e Diwan Karaez.
Kinnigoù labour (e Emglev Bro an Oriant / Kreizenn Dudi Ti ar Vro Gwengamp / Askorn.BZH)
Atersadenn Marianne Vaidie diwar-benn he studioù war ar c’hazetennin
Ajañda digoust ar sizhun.