Paulette Sauvage a implij an tekno evel ur goaf hag ur skoed, plijout a ra dezhi c’hoari gant an dislavaroù. Brañsellat a ra he setoù
etre ar yenijenn, an tommder, an tizh hag ar gorregezh. Un doare tekno deep, da lâret eo don ha diempret gant ur groove dic’hortoz. Sonerezhioù an amzer-tremenet o taremprediñ gant sonerezhioù a-vremañ hag a lak ac’hanomp d’en em santout bev en un doare difin. Sonet he deus e gouel Astropolis, evit an darvoud Wet For Me e La machine du Moulin Rouge pe c’hoazh evit ar Made Festival e Roazhon. Deiziataet eo ivez e Naoned evit an darvoud Usées Coutumes, Lunacy, les gouters électroniques pe c’hoazh Sweatlodge.
https://www.facebook.com/paulettesauvage/
https://soundcloud.com/paulette-sauvage
dezhi.
gompoziñ tonioù ouzhpenn 12 vloaz ‘zo bremañ. Hag abaoe 6 vloaz e treuzkas d’e bublik ar gwellañ eus ar pezh a oar ober. Anavezet mat evel un ergerzhour doareoù sonerezh e kinnig Tsannet stiloù liesseurt. Krediñ a ra en em goll en e donioù evit kinnig un doare da seniñ a zo dezhañ e-unan. Dont a ra a-benn d’e gefridi a-drugarez d’e c’hoant lodañ e sonerezh gant an arvesterien met ivez d’e skiant miksañ a zo bet anavezet buan. Tsannet a ro buhez d’e Setoù ! Lakaat a ra an dud da veajiñ, beajoù dedennus ha danevellus. An danvezioù organek, metalek pe analogek kinniget gant aergelc’hioù flodus ha speredel alies a ra stil dibar Tsannet.
