Gant Léo Géfard-michel e klaskimp gouzout petra a zo da brepariñ a-raok kregiñ da blantañ legumaj.
Gant Léo Géfard-michel e klaskimp gouzout petra a zo da brepariñ a-raok kregiñ da blantañ legumaj.
Abaoe ur sizhun bremañ e weler ur sinadeg o treiñ war ar rouedadoù sokial. Ur sinadeg evit goulenn ma vo kelennet brezhoneg e skol-veur Naoned en-dro an hini eo.
Guillaume Pichard ‘zo ezel eus ar CEBEP 44 (kenstroll evit ar c’helenn brezhoneg e skolioù publik al Liger-Atlantel), deuet betek e studio Radio Naoned evit displegañ hiroc’h deomp.
Pellgargañ
Ar miz-mañ e vo diskoachet an DJ Cedric Sheva.
An DJ a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c’hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco.
Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat.
Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet ‘vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut EPoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.
Soñj ‘peus, warlene oa kinniget deoc’h un abadenn diwar-benn Merc’hed en Istor Bras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil !
En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-vor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ ‘noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac’h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc’hed neuze !