Aerouant ar Wawel : Pell ‘zo eo bet spontet kêr Krakow gant un aerouant. N’eo ket padet pell met nag un afer eo bet !
Ar gwaz-naer : Dimeziñ d’un naer ramzel ne seblant ket bezañ gwall blijus. Ha penaos c’hell c’hoarvezout ?
Teknologiezhoù nevez ‘zo a c’hell bezañ efedus ha talvoudus, ha reoù all a c’hell bezañ nac’hus pe dañjerus zoken. Gwenn Meynier, prezidant ar gevredigezh An Drouizig hag a-youl vat evit Radio Naoned a zo ‘vont da zisplegañ deomp peseurt teknik a vez implijet evit anavezout dremm an dud gant ur c’hamera da skouer. E-kerzh an enkadenn yec’hed, embregerezhioù ispisializet war an teknologiezhoù evit anavezout an dremmoù a zo bet lakaet diaes gant ar fed ‘veze lakaet ur maskl gant an dud abalamour d’ar c’hovid. An algoritmoù ne blij ket kalz dezho ar maskloù hag eo gwashoc’h c’hoazh gant al livaj dremm.
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Goude bezañ desket petra oa perzhioù mat ha perzhioù fall an amprevaned war ul louzaoueg legumaj, Léo a zispleg deomp penaos gwareziñ al legumaj ouzh an amprevaned torr-revr.