Mesaer Krouac’han a oa dezhañ tri mab. Tost da vervel e c’halv pep hini anezho da c’houzout hag e kemero unan anezho ar mesa e Krouac’han. Unan anezho en deus graet ha c’hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.

Ur paotr ‘zo desavet pell diouzh an dud gant e dad. Ar wezh kentañ ma ‘z a e kêr Firenze e wel ur bagad maouezed. Nag ur souezh ! Met petra eo se ?
Ur paotr a fell dezhañ mont da gaout an aeled evit bezan kelennet war Doue. Enkerzhet eo an dud a iliz. Penaos mirout outan da gas e vennozh da benn ?
Chu ‘zo kaset er bed all pa ne oa ket e dro. Adkaset eo d’ar gêr gant mestr ar bed all. Siwazh eo bet sebeliet e gorf. Petra ober ?
Liam ‘zo ur c’houer eus Bro-Iwerzhon ne glask ket pemp troad d’ar maout. Evel ma teu e teu. Neuze pa ginnig un den prenañ un donennad ed da briz uhelan marc’had Galiv ez a war-eeun d’al lec’h roet dezhañ. Aze e kej gant ur bagad paotredigoù seven ha labourant, met ar pezh a c’hoarvezo da heul ‘vo iskis memes tra.