Atersadenn Alixia Thuau : Adkregiñ ganti en ACB 44

Alixia Thuau zo karget a gehentiñ en ACB (Ajañs Sevenadurel Breizhek). Abaoe penn kentañ miz Gwengolo e komañset an ACB en-dro gant e labour aozañ, renabliñ ha brudañ darvoudoù sevenadurel e Bro-Naoned. En em gavet eo Alixia ouzh mikro Marianne Vaidie, lakaat a reont ar gaoz war distro an obererezhioù hag an diaesterioù liammet d’an enkadenn yec’hed.

 

 

 

 

 

Pellgargañ

Atersadenn Tara Adeux : Disto-skol Kentelioù an Noz

Tara Adeux ‘zo kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Tremenet eo ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ deomp penaos e vo an distro d’ar c’hentelioù brezhonek evit an dud deuet. Kinnig a ra deomp an obererezhioù nevez a vo lakaet pe adlakaet e plas ar bloaz-mañ.
A-benn dilun, d’an 21 a viz Gwengolo 2020, e vo dalc’het un emvod distro e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur. Evit ma c’hello an dud lakaat o anvioù pe en em ditouriñ war mont en-dro ar gevredigezh.

 

 

 

Pellgargañ

Atersadenn Mevena Guillouzic-Gouret : Programm Gwarez Filmoù Breizh evit Devezhioù ar Glad

Skignadennoù filmoù dibaouez, Sine-sonadeg… Brav eo ar programm a vo kinniget gant Gwarez Filmoù Breizh e Naoned evit Devezhioù ar Glad ! D’ar Sadorn 19 ha d’ar Sul 20 a viz Gwengolo 2020 e dielloù an Departamant.
Dre bellgomz eo en em gavet Mevena Guillouzic-Gouret da gontañ munudoù an aozadur da Varianne.

https://www.cinematheque-bretagne.bzh/Tous-les-%C3%A9v%C3%A9nements-Journ%C3%A9es-europ%C3%A9ennes-du-patrimoine-_-cin%C3%A9-concert-_Contes-et-L%C3%A9gendes_-1032-1415-0-0.html

 

Pellgargañ