Atersadenn Jerom Bouthier : Stummañ kelenerien·ezed war ar gallaoueg

Staliet e Roazhon, ensavadur ar gallaoueg en deus kinniget e-kerzh an hañv ur stummadur evit an dud a fell dezho kinnig kentelioù-noz e gallaoueg en o c’hevredigezh.
8 den o deus kemeret perzh d’ar stummadur, nag un taol brav !
Un digarez ivez da lakaat ar gaoz war stad ar gallaoueg dibaoe digoradur an ensavadur e 2017.
Hag e vez desket muioc’h a c’hallaoueg er skolioù ? Hag ez eus muioc’h a c’hallaoueg er mediaoù ?
Jêrome Bouthier a lâr hiroc’h da Varianne Vaidie dre bellgomz.

 

 

Pellgargañ

Atersadenn Gilles Servat : Deuet eo ‘maez ur bladenn nevez

Daoust d’an 50 vloaz a gan hag a sonerezh n’eo ket chomet Gilles Servat a-sav gant al labour, ar c’hontrol-mik zoken. Goude e bladenn “70 ans… À l’ouest” deuet maez e 2017 e teu ar c’haner en-dro gant ur pevarad kerdin, pe ur quatuor a cordes ma karit.
Mathilde Chevrel er gourvioloñs, Florianne Le Pottier gant ar violoñs, Philippe Turbin er piano ha Gilles Servat gant e vouez hepken.
“À cordes Desployées” setu anv e bladenn nevez deuet ‘maez e penn-kentañ miz Gwengolo.
Skeudenn gant : Gwenaël Saliou

 

 

 

 

Pellgargañ

Ribines Records : Tsanet

Abaoe m’eo bihan tout ez a Tsannet ‘maez eus an heñchoù peurgompezet evit diskoachañ doareoù sonerezh nevez. Komañset ‘noa da gompoziñ tonioù ouzhpenn 12 vloaz ‘zo bremañ. Hag abaoe 6 vloaz e treuzkas d’e bublik ar gwellañ eus ar pezh a oar ober. Anavezet mat evel un ergerzhour doareoù sonerezh e kinnig Tsannet stiloù liesseurt. Krediñ a ra en em goll en e donioù evit kinnig un doare da seniñ a zo dezhañ e-unan. Dont a ra a-benn d’e gefridi a-drugarez d’e c’hoant lodañ e sonerezh gant an arvesterien met ivez d’e skiant miksañ a zo bet anavezet buan. Tsannet a ro buhez d’e Setoù ! Lakaat a ra an dud da veajiñ, beajoù dedennus ha danevellus. An danvezioù organek, metalek pe analogek kinniget gant aergelc’hioù flodus ha speredel alies a ra stil dibar Tsannet.

 

 

 

 

Pellgargañ