Buhez Bro Naoned : Ar gevredigezh A.M.I (Accompagnement Migrant Intégration)

Ar gevredigezh AMI ( Accompagnement – Migrant – Intégration) a ra e seizh gwellañ evit sikour ar repuidi da vezañ enframmet er gevredigezh.
Ar pal a zo ambrougañ anezho evit ma c’hellfent kaout ul live buhez dereat.
Sikour anezho evit o faperioù da gas er prefeti hag evit kaout ul labour ha kinnig a reont stalioù a bep seurt …
Catherine Libault prezidantez ar gevredigezh en eus displeget pep tra da Marianne Vaidie.

https://asso-ami-nantes.fr/

An dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er skol gant Mathilde

An dizingalderioù etre ar merc’hed hag ar baotred a grog er skol.
Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh, e tispleg Mathilde deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale.
Ar baotred a c’hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc’hed a chom war ar bordoù.
Hervez Mathilde eo pouezus en em soñjal war an dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec’h foran kentañ ma vez darempredet gant ar vugale.

 

Pellgargañ