Bac’het en ti #9

Bac’het en ti, an abadenn a bado ur miz c’hoazh da nebeutañ. Savet eo deus saloñsioù reoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, enrollet e chaosonioù ha kaset deoc’h gras da vurzhud ar gwagennoù !

Betek an 11 a viz Mae e pado an dispell, da neuze e ‘tigorfe en-dro ar skolioù ha skolajoù tamm ha tamm. Deus se ‘vo kaoz er gronikenn savet gant Melaine ha Lou, bac’het er gêr gant o bugale.
Fañch Rebours ‘neus savet ur chadenn Youtube evit ar vugale vihan, aterset eo bet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.
Laetitia Fitamant a gonto deomp istor Mari Difoïd, unan eus skouerioù brudetañ un dougerez yac’h.
Ha Gwenn Meynier a raio deomp un diverradenn eus ar poelladoù sur ha frank a c’heller implijout evit eskemm gant h·e familh ha kenseurt·ez·ed.

Titouroù pleustrek ar c’henfinañ e fin an abadenn.

Maouezed/Bugale, pelec’h kavout sikour : https://urlz.fr/cpbS
Gwriat flotantennoù : https://urlz.fr/cpbW

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #8

Bac’het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.
Wayne Mockerman, amerikan deus ar c’holorado a gomz deomp deus politikerezh Trump, deus an armoù ha deus an afroamerikaned tapet muioc’h eget ar re all.
Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper ‘vo ganeomp.
Ar Redadeg 2020 ne vo ket redet ar bloaz-mañ, Mael Thépault, deus kuzul-merañ ar Redadeg, a zisplego deomp ar pezh zo bet divizet ganto.
Titouroù pleustrek e fin an abadenn.

Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Benjamin Bouard, Lou Millour ha Melaine Looten.

Pellgargañ an abadenn

Bac’het en ti #7

Bac’het en ti, an abadenn prientet deus ar gêr, gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned.

Wayne Mockerman, brezhoneger amerikan a vo ganeomp en abadenn deus ar stadoù unanet. Hiziv e kaozo deus penos eo aozet an traoù evito ha warc’hoazh e tistroio war politikerezh Trump en enkadenn yec’hed.
Gant Laetitia ‘vo kaoz deus Airbus ha penaos ‘neus dalc’het da lakaat e vicherourien da labourat.
Ha Melaine ha Lou zo gant Erwan ar Berr rener skolaj Diwan kemper evit eskemm war ar chadenn bedagogel hag al liamm etre ar gelennerien hag ar familhioù.

Titouroù pleustrek ar c’henfinañ e fin an abadenn.

https://www.allo119.gouv.fr/

Pellgargañ an abadenn

 

Bac’het en ti #6

Bac’het en ti, abadenn an dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned !

Sikour bred roet d’an dud dre bellgomz.
Test Kami Toulgoat bet tapet gant ar viruskurunenn.
Skol an Emsav o terc’hel gant ar stummadur war internet.

Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn.
100 pour un toit https://urlz.fr/cfiV
Degemer bugale Kemperle https://urlz.fr/ckNf
trimartolodalamaison@gmail.com

Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant ha Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn